Islam
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Marteze ar relijion dezhi ar muiañ ar feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mouhammad e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmaned pa reer eus muzulmaned (ar re suj) eus feizidi an Islam.
[kemmañ] Istor Mohammed : Ar profed
Ganet eo Mohammed e Mekka e 570. Ur wech e welas an ael Gabriel hag a reas dioutañ ar profed. Skarzhet voe diouzh Mekka e 622 hag e zeas da Yatrib : Hidjra a vez graet eus ar veaj-se. Cheñch a reas anv Yatrib e Medina. E 630 e zeas Medina da dagañ Mekka. Trec'h voe Medina. E 632 e varvas Mahommed.
[kemmañ] Pemp reolenn diazez an Islam
-Gouestladur ar feiz (chahada) : Ur feizad a dle anzav eo Allah (anv arabeg Doue) an doue nemetañ hag eo Mohammed e brofed.
-Pediñ pemp gwech en devezh : Pediñ a ra darn-vuiañ ar Vuzulmaned o treiñ o dremmoù war-du Mekka. Pemp gwech en devezh ma c'hellont.
-Mont da Vekka da birc'hirinañ (an Hadj) : Ar vuzulmaned a dle klask mont da Vekka ur wech en o buhez evit ober ur pirc'hirinaj e-lec'h ma veve Mohammed.
-Reiñ an aluzen (ar zakat) : Ret eo d'ar feizad reiñ aluzenoù ingal evit ma vo sikouret ar re baour.
-Yun rik ur miz-pad : E-pad an 9vet miz loarel, miz ar Ramadan, e tle pep feizad yuniñ etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- cennet - Islam Liammoù
- http://www.islamhouse.com